Devri

skiant

skiant

f. –où

I. F.

A.

(1) Bon sens, entendement, raison, sagesse.

(1499) Ca 189b. Squient. g. sens entendement. ●(1530) Pm 10. leun a squyent, tr. «pleine de sagesse.» ●(1575) M 1210. Squient, entendamant, da bout vaillant antier, tr. «Bon sens, entendement, pour qu'elle soit [l'âme] tout à fait vaillante.» ●(1633) Nom 256b. Insania : priuation de sens : priuation á squient. ●256b-257a. Amentia, dementia : forcenement : forcenamant, pa vez collet ez squient gant vn den.

(1659) SCger 51b. entendement, tr. «squiant.» ●172b. squiant, tr. «entendement.» ●(1732) GReg 17b. Cet homme me fait affolir, tr. «Coll a ran va sqyand gand hemmâ.» ●292b. Discretion, jugement, discernement, tr. «Sqyand.» ●779a. Raison, faculté de l'ame, tr. «Ar sqyand.» ●779a. Perdre la raison, tr. «Coll e sqyand.» ●857b. Sens, jugement, entendement, penetration, tr. «Sqyand. (Van[netois] sqend. sqyend.» ●Un homme de petit sens, tr. «Ur sqyand verr a zén.» ●(1744) L'Arm 355b. Sens, tr. «Squiênntt.. êndeu. f.»

(1867) MGK 80. Daoust ha perak / Ann tiek n'en defe ket chemed, skiant ha furnez. ●(1867) FHB 113/69a. abafi ar skiant-ze en deuz roet d'e-omp evit he anaout, he garout. ●(1870) FHB 293/251a. planta en ho fenn eun tam skiant, eur poelladik furnez ! ●(1878) EKG II 118. O velet ne deue den var va zro, ec'h hardisean, hag, oc'h en em hardisaat, e teue va skiant da sklerraat.

(1903) MBJJ 297. ar re a dle labourat er parroujo war ar maæz, na ve ket sellet berr 'rauk belegi anê : goulet 've digante eun tamm liou skiant, ha netra ken. ●(1905) KANngalon Genver 309. m'hon deuz skiant eur begad. ●(1914) KZVr 78 - 30/08/14. n'en deus ket ur begad skiant, tr. «il n'a pas un brin d'intelligence.» ●(1922) KAAG 44. Ar vugale, dre ma teu skiant ha meiz d'ezho.

(2) Dont e skiant da ub. : atteindre l'âge de raison.

(1955) STBJ 79. A-barz ma voe deuet ma skiant din, e tarbas d'am zad koll e vuhez.

(3) Dont e skiantoù en-dro da ub. : reprendre connaissance.

(1909) NOAR 50. A nebeudou e teuas e skianchou en-dro gant freskadurez an dour.

(4) [empl. sans art.] Deskiñ, prenañ skiant : acquérir de l'expérience.

(1554) Moeam 11. Eguit disqui squiant.

(17--) EN 1001. da beb noaid etisquer sciend, tr. «à chaque âge on apprend de la sagesse.»

(1872) ROU 67. Les médecins font des expériences aux dépens de nos vies, tr. «Ar vidisined a zesc skiant divar goust buez an dud.» ●(1884) FHB 15/114a. deski skiant bemdez diwar ho c'houst.

(1908) FHAB Mae 138. da brena skiant digant ho enebourien. ●(1941) FHAB Gouere/Eost 60. O redek an hentchou. lod a zeske skiant.

(5) Dre skiant : à escient.

(1621) Mc 97. Quement à gry gra dre squient, / Ha sell fin da hent da quentaff, / Ret eo mont dan les da respont, / Mir naz vezo spont oz contaff.

(6) Science, art.

(c.1500) Cb 23a-b. [bellaff] ga. art de combattre. bri. squyent da stourm. ●65b. [disclaeryaff] g. declaration de science. b. declaration a squyent. ●68a. [diuinaff] g. art de deuiner par le feu. b. squient da diuinaff dre tan.

B.

(1) Science, savoir.

(1862) JKS 107. Eur skiant vraz en deuz ann hini a oar komz gant Jezuz.

(1902) MBKJ 157. dic'houiziek var ar skiantchou. ●(1909) FHAB C'hwevrer 47. n'eus ket eur brankad skianchou ha n'en defe bet an dro d'ober anaoudegez gantan. ●(1964) ABRO 9. A-barzh pell em boe gouiziegezh war ar jedoniezh ha skiant ar verdeadurezh hag e tapis difazi an tu da embreger ar gouelioù, da roeñvat ha da sturiañ.

(2) Sens du corps.

(1612) Cnf 16a. an pemp squient naturel.

(1659) SCger 109b. les cinq sens, tr. «ar pemp squiant naturel.» ●172b. pemp squiant naturel, tr. «les 5 sens naturels.» ●(1732) GReg 857b. Les cinq sens, tr. «ar pemp sqyand natur.»

(1838) OVD 170. ne vérite mui hanhue erbet nameit en hani a dinérdæt hag a goutantemant er squêndeu. ●(1861) BSJ 318. clasq pligeadur é squêndeu. ●(1880) SAB 272. ar pemp skiant natur.

(1908) FHAB Genver 5. Skiant an tanva. An dous, an trenk, ar c'huero, ar sall, ar goular, a zo discuillet ganthi. (...) skiant ar c'houesa. (...) skiant ar c'hleved. (...) skiant ar gueled. ●(1939) KOLM 10. Malloh ar en dén, fariet é skendeu.» ●(1950) PLVN 22. Ar beleg a ra sin ar groaz gant an oleo sakr war skianchou ar c'hlanvour.

(3) Sujañ, doñvaat e skiantoù : maîtriser ses sens.

(1862) JKS 78. Seul vui e teu ann den d'en em drec'hi ha da suja he skianchou.

(1911) BUAZperrot 102. evit doñvât e skianchou.

(4) Moumounat e skiantoù : s'écouter.

(1911) BUAZperrot 839. ar re a goll o amzer o voumounat o skianchou.

C. (grammaire) Sens.

(c. 1501) Donoet 2-13. dia [ar]oc dezaff en squient hac, tr. « de par devant lui en sens et »

II. Adv. A-skiant : sensé.

(1732) GReg 292b. L'âge de discretion, tr. «an oad a sqyand

(1893) IAI 255. Tud desket a lavaran eur vech c'hoaz, tud hag a deuz lennet ha studiet levriou grisiaz, tud a boell, tud a skiant.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...