Devri

karr

karr

m. kirri

I. (agriculture)

(1) Charrette.

(1499) Ca 32b. Carr. g. charrette.

(1659) SCger 22b. charrette chariot, tr. «carr, plur. quiri.» ●(1732) GReg 154a. Charrette, tr. «Qarr. p. qirry.» ●406a. Ferrer une charrette, tr. «Houarna ur c'harr

(1849) LLB 84. chanjein hou kiri. ●1258. skleijal kiri.

(2) Gwerzhañ diouzh ar c'harr =

(1926) FHAB Meurzh 93. Gounid a vez diouz ar moc'h, da genta, en eur gaout torradou re vihan hag ouz o gwerza diouz ar c'harr ; d'an eil, o sevel ar re vihan d'o gwerza diouz ar gordenn.

II. Voiture.

(1934) BRUS 108. Conduisez votre voiture au garage, tr. «kaset hou kar d'er hardi.»

III. Rouet.

(1732) GReg 413a. Filer au rouët, tr. «Neza gand ar c'harr.» ●831a. Rouet, instrument à rouë pour filer, tr. «Carr. p. qirry. qarr da neza.

(1838) CGK 19. Da zornic quèr degaget o cass ar c'harr en dro. ●(1847) FVR 125. boud ho c'hirri mesket gant fringol ho ho mouesiou. ●(1888) SBI I 324. N'allan na lenn ha studia, / Gant kiri 'r merc'hed o nea, tr. «Je ne peux ni lire ni étudier, / Avec (le bruit que font) les rouets des filles, en filant.»

IV. (astronomie) Ar C'harr : la Grande Ourse.

(1955) STBJ 165. Anavezout a ree anoiou meur a steredenn hag e lavare : Gwelet a ran ar C'harr, ar Yar hag an Tri Roue : / Tomm 'vo an heol arc'hoaz, mar plij gant Doue.

V.

(1) (Tennañ, sachañ) ar c'harr war e gein : s’attirer des ennuis.

(1766) MM 659-661 (Li) C.-M. le Laé. Ennez aso e pep affer / Finnoc'h ividoc'h an anter / ar c'har a dennit var o quéin, tr. G. Esnault «cet homme-là connaît en toutes circonstances plus de rubriques que vous au-double; c'est une «charrette que vous vous roulez sur le dos». ●(1878) EKG II 286 (L) L. Inisan. Me gaf d'ign e raio an traou-ze muioc'h a vad d'eomp eged lakaat an tan aman da zacha marteze ar c'harr var hor c'hein. ●(1878) SVE 643. Sacha ar c'har war ar c'hein, tr. L.-F. Salvet «Attirer la voiture sur son dos. (S'attaquer à plus fort que soi.)» ●(1890) MOA 218 (L). S'attirer des difficultés, tr. J. Moal «sacha ar c'harr var he gein.» ●414. Provoquer à contretemps, tr. «sacha ar c'harr var he gein.» ●(1905) ALLO 12 (L) Y.-V. Perrot. Reuzeudik oun evel ar vein. / Siwaz ! va unan var va c'hein / Am eus sachet ar c'harr ! ●(1910) MBJL 12 (T) L. le Clerc. Breiziz kêz ! Jachan ar c'har war o c'hein ê a rejont. ●(1919) FHAB Here 123 *Dir-na-Dor. Gwaz a ze, an eus bet klasket ken izel, koulz zo bet, danvez e skridou. Jachet an eus bet ar c'harr war e gein, ha tenvalaet sked e gurunen varz. ●(1929) EMPA 18 (T) *Paotr Juluen. Piou a dleo tamall nemeti h'ec'h unan ! ma karje, n'he doa ket sachet ar c'harr war he c'hein ! ●(1935) ANTO 3 (T) *Paotr Juluen. War ho kein, 'n an' Doue, na sachit ket ar c'harr. ●(1995) BRYV iii 161 (Li-Milizag). An hini a ra rebechou, hennez a zo o sacha ar harr war e gein ! Hag an tu eneb en em gavo gantañ ! ya !

(2) Re gargañ ar c'harr : boire trop.

(1905) DIHU 5/89 (G) *Job an Drouz-vor. Hineah é ma hoah re garg er har : gargusen er handerù en des tronpet é ziùhar, ha pargellat e hra ag er choéj. ●(1958) BRUD 5/34 (L) *Mab an Dig. Re garget oa ar harr ha diou pe deir gwech e jaras.

(3) Bezañ kouezhet eus lost ar c'harr : être parvenu.

(1890) MOA 249 (L). Personne de bas étage, tr. J. Moal «aotrou kouezet euz lost ar c'harr, m. (Fam.)» ●(1910) MBJL 97 (T) L. le Clerc. Ya, eur prins, mar plij, hag eur prins gwirion, n'eo ket unan koueet eus lost ar c'har. ●(1923) FHAB 1922 – légérs changements de langue – Pièce inspirée de Molière, M. de Pourceaugnac)">AAKL 41 (L) Y.-V. Perrot. Chê ! petra eo houman ? eur c'hoz itron bennak kouezet eus a lost ar c'harr, m'oar-vat ! ●(1923) FHAB Du 434. eun toullad aotronez kouezet eus a lost ar c'harr a oa eno en e raok, azezet ouz taol. ●(1927) TSPY 15-16 (L) L. ar Floc'h. Souezet oun, ha souezet bras, e teufec'h, c'houi, eun aotrou kouezet eus a lost ar c'har eveldoc'h da glask eur pried war ar maez, e lec'h dibab unan eus ho kendere, unan hag e deus eveldoc'h troet keïn da Zoue he badiziant hag e fask kenta... ●20. Set' ama eur stantilhon, avat, hag unan kouezet eus a lost ar c'har... pa oa o klask charreat ar re all. ●(1928) FHAB Mezheven 219 (L) *Tintin Anna. N'eo mui nemed eun itron kouezet eus a lost ar c'har. ●(1931) VALL 274. (Personne) de bas étage, tr. F. Vallée «kouezet eus lost ar c'harr fam.» ●536. Parvenu, tr. «kouezet diouz ou diwar lost ar c'harr (injur.).» ●(1957) AMAH 222 (T) *Jarl Priel. Ha hi kouezhet diouzh lost ar c'harr peogwir ne oa nemet ur fererez pa zimezas d'an Doktor B...

(4) Bezañ a-istribilh ouzh lost ar c’harr er skol : être le dernier.

(1995) PTEZ 19 (K-Plougastell-Daoulaz) *Lan Rozmoal. «Azenn gorniek» ‘ vez laret d’eur pôtrig a-istribill ouz lost ar harr er skol !

(5) Kas e garr e-unan : savoir s’en tirer.

(1877) FHB (3e série) 25/203a (L) *Jakez ar Velchenneg. Aoun da veza kemeret evit tud ne vent ket goestl da gass o unan ho c'har en dro. ●(1921) PGAZ 16 (L) F. Moan. Ton a jommaz gant ar re-ma, ken na oant savet mad ha goest da gas ho c'harr ho-unan enn dro. ●(1931) VALL 741. Capable de se tirer d'affaire dans la vie, tr. F. Vallée «gouest da gas e garr e-unan fam.» ●(1986) PTGN 62 (L) *Tad Medar. Med ar re-mañ a oar atao an tu da gas o harr o-unan.

(6) Ober e garr e-unan : se traîner avec peine.

(1917) KZVr 240 - 07/10/17. Ober va c'har va-unan, tr. «se traîner avec peine, Loeiz ar Floc'h.» ●(1924) NFLO. Me tirer d'affaire seul, tr. Loeiz ar Floc'h «ober va c'harr va-unan

(7) Diskargañ e garr e toull an ode : coïtus interromptus.

(19--) NPER. Me am eus diskarget va c'harr e toull an Odet (péché entre époux). (lire : an ode).

(8) Lakaat lost ar c'harr a-raok : mettre la charrue devant les bœufs.

(1878) SVE 541. Lakaat lost ar c'har araok, tr. L.-F. Salvet «Mettre le derrière de la voiture en avant. (Mettre la charrue devant les boeufs.)» ●(1912) MELU XI 341. Lakaat lost ar c'hâr arok, tr. E. Ernault «Mettre la queue de la charrette en avant (la charrette avant les boeufs). (Hing., 26.) ●(18--) MIL.ms (d’après MELU XI 341). Lakaat lost ar c'harr araok.

(9) Mont e garr en douflez : échouer, ne pas réussir.

(1942) VALLsup 59. Échouer, ne pas réussir, tr. F. Vallée «mont e garr en douflez T[régor] pop[ulaire].»

(10) Lonkañ ur c'harr houarnet :

(1931) FHAB Mae 168 (L) Y.-V. Perrot. An holl a c'hoarze ganto, nemed an aotrou a jome atao ken tenval e benn hag unan hag en divije lonket eur c'harr houarnet.

(11) Treiñ ur c'harr bras e karrigell : faire péricliter ses affaires.

(1941) FHAB Meurzh/Ebrel 36 (K Skrignag) Y.-V. Perrot. Trei eur c'harr bras e karrigell. (Da lavaret eo kas ar stal da stalig hag ar stalig da netra.)

(12) Stagañ kezeg ouzh lost ar c'harr : voir kezeg.

(13) Kac'het en deus e varc'h ouzh e garr : voir kac’hat.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...